YAOUANK

JEAN-CHARLES GUICHEN

Abaoe 40 vloaz, e fiñv ar virtuoz-mañ boazioù sonerezh Breizh da zañsal, gant un doare rock o c’hoari gitar. O selaou e c’hoari, e c’heller krediñ klevout meur a gitarour war an dro.

Kroget eo da seniñ e 1986 e-barzh ar strollad brudet Ar Re Yaouank, hag e-kichen Denez Prigent, Alan Stivell pe Dan ar Braz, deuet eo Jean-Charles Guichen da vezañ unan eus ar gitarourien-sonaozourien pennañ eus e rummad. Bet eo bet war al leurennoù brasañ, deus an Erer-Kozh betek an Olympia, en ur treuziñ Bro Japan, Kanada pe Sina.

Evit an droiad nevez, “guitar hero” ar gavotenn hag ar jig a ginnig ur c’hoari rock ha virtuoz, dalc’het gant sonerezhioù e albomoù Panorama ha Spi.

Gant 3 fladenn, Fahrenheit a zo hiziv an deiz ur strollad a Vreizh brudet en Europa. Aergelc’h ar festoù-noz hag ar rigdao a zo douget gant kempennadurioù pop-hengounel ha liesmouezhioù kaer ! 

Jean-Charles Guichen – gitar

Scroll to Top