YAOUANK

YARINKIN

Yarinkin a zo un trio sonerezh da zañsal a egerzh dreist-holl dañsoù Breizh-Izel, dre sonaozadurioù awenet gant temoù hengounel kemmesket gant sonioù deuet eus broioù pell. Noémie Trotobas gant ar gourrebed, Pierre-Marie Barbier gant ar fleüt-dreuz ha Florian Coïc gant ar vandolinenn-oktav hag ar sonaozañ, a sav un trio klevidik ha don e servij an dañs.

 

Yarinkin – strollad bet trec’h gante e Taol-Lañs Morgane en Ty Anna e miz Mae. 

Pierre-Marie Barbier – fleüt a-dreuz

Florian Coïc – mandolinenn

Noémie Trotobas – gourrebed

Scroll to Top