Diwar-benn
Skeudenn Bro Roazhon
Emglev sevenadurel Breizh e Bro Roazhon
Kevredigezh Skeudenn Bro Roazhon a zo bet savet evit liammañ, buheziñ, skoazellañ ha krouiñ holl bommoù pinvidigezh hag energiezh sevenadur Breizh e Bro Roazhon. He fal a zo kenurzhiañ, brudañ, talvoudekaat ha treuzkas ur sevenadur Breizh dibar ha pinvidik.
Gant he 52 kevredigezh – a vod ouzhpenn 4000 ezel, e tizh bep bloaz meur a miliadoù a dud dre he obererezhioù ha re he c’hevredigezhioù ezel.
Ar c’hengevredigezh a aoz a-hed ar bloaz darvoudoù n’haller ket ober hepto er vuhez sevenadurel e Roazhon : Yaouank, Merc’hervezhioù an Tabor, Mizvezh ar Brezhoneg hag ar Gallaoueg, Gouel Breizh, sonadegoù kevelet gant ar Maezioù Frank, festoù-noz ar studierien : Kejadenn, Supelec, an Agro, Rock’n Solex, …
“Ar glad a zo un hêrezh deus an amzer dremenet a vez tennet mat deusouti hiziv hag a vo treuzkaset d’ar rummadoù o tont. Hor glad sevenadurel ha naturel a zo mammenn talvoudus a vuhez hag a awen.”
Pennad 1 eus ar c’henemglev emezelañ d’an UNESCO, peurwiriekaet gant Bro C’hall e 1975.
Skeudenn Bro Roazhon
29 bis straed an Donelière
35000 Roazhon
02 99 30 06 87
eus al Lun betek ar Gwener – 9h30 / 13h00 – 14h00 / 17h30