Trec’h gante en Taol-Lañs Morgane (Gouel Breizh, Ty Anna, Roazhon)
E-barzh ur plad, meskit ur violoñs kraz, ur baryton rasklet, un akordeoñs kromatek flastret, un treujenn-gaol kreñv-tre ha mouezhioù kriz met klouar, pouezus-tre eo ! Gallout a rit ouzhpennañ notennoù a gren pe un tamm follentez liesvouezhiek.
Ouzh taol ha kalon d’ho poued evit tañva… Gloubyboulgah !