Bod a zo ganet e-kerzh arnodenn ziwezhañ bloavezh studi Solen Lasbleiz ha Thomas Eveilleau er Pont Supérieur e Roazhon. O raktres a zo ur meskaj etre an hengoun dre-gomz e Breizh hag o c’hrouidigezhioù. Gant Matthias Pungier ha Gwennan Rault o deus krouet ar strollad gant un identelezh kreñv da ginnig ur sonerezh vev, blizik ha stag ouzh an douar.