YAOUANK

FLEUVES
© Eric Legret

Goude 10 bloaz ha 3 bladenn embannet, Fleuves a zo unan eus ar strolladoù pennañ er sonerezh Breizh a-vremañ. An triad a vesk sevenadur ar sonerezh elektronek ha levezonoù jazz ha rock gant pinvidigezh sonerezh Breizh, o krouiñ ur sonerezh gwriziennet met digor war ar bed, liammet d’an dañs hag o reiñ ur sell nevez war an trañs festus hag a-stroll. 

Dindan neuz ur “folklor breizhat”, eo e gwirionez ul labourva sonerezh ha dañs, pell diouzh an heñveldedoù hag ar c’hensentegezhioù. Goude 10 vloaz, en deus Fleuves gwerzhet miliadoù a bladennoù ha dastumet milionoù a selaouadennoù war ar savennoù streaming. C’hoariet o deus war leurennoù Gouel an Etrekeltiek en Oriant, e Jazz à Vienne, en Transmusicales e Roazhon pe er Celtic Connections e Glasgow ha goude bezañ graet berzh e Yaouank e 2024, adkavit anezhe war leurenn ar Frankiz ar bloaz-mañ ! 

Romain Dubois – Fender Rhodes

Samson Dayou – gitar boud

Emilien Robic – treujenn-gaol

Scroll to Top