Strollad sonerezh brudet a vBreizh-Uhel, Hamon Martin Quintet en deus kroget, er bloavezhioù diwezhañ, da grouiñ sonerezh kenaozet : gant Kharoub da gentañ, un emgav sonerezhel gant sonerezh arab ar Reter Nesañ hag ar breudeur palestinian Basel ha Yousef Zayed, ha goude-se gant Clameurs, ma tegase ar strollad e dermenadur eus ur folk gallek a-vremañ.
Hiziv an deiz, ar strollad a ginnig sonerezh nevez, gouestlet penn-da-benn d’an dañs, oc’h enframmañ ennañ ar labour graet e-pad ar bloavezhioù diwezhañ war-dro ar ganaouenn hag an tu kenaozet, o veskañ testennoù a-vremañ hag un neudenn dannevelliñ. Testennoù nevez-flamm gant Denis Flageul, Julie Bonnafont, Gilbert Bourdin ha Mathieu Hamon, un destenn eus Melaine Favennec ha 2 varzhoneg eus Paul Fort, pep tra lakaet e sonerezh hag aozet gant Hamon Martin Quintet.
Mathieu Hamon – kan
Erwan Hamon – bombard, fleüt a-dreuz
Janick Martin – akordeoñs
Ronan Pellen – cistre
Erwan Volant – gitar boud