YAOUANK

'NDIAZ & tud pedet
© Camille Lefeuvre

Gant Eurioù Gwenn, e bevare pladenn, e kloz ’Ndiaz ur c’helc’hiat bet loc’het gant La Brune (2023), gouestlet d’ar gouel ha d’an dañs. Un heuliad a grog er serr noz hag az a betek kentañ sklerijenn ar beure.

An eurioù gwenn eo ar mare dibar-se, pa n’eo ket aet kuit penn-da-benn an noz c’hoazh ha n’eo ket staliet an deiz da vat. An tonioù a astenn danvez noz La Brune, en ur lezel ur sklêrijenn nevez da zont war wel.

Diazezet e Breizh, ne glask ket ’Ndiaz meskañ ar stiloù. Ar strollad a gomz brezhoneg gant sonioù deuet eus pep lec’h er bed. Hêrezh ar sonerien hag an dañserien a v/Breizh, ur doare dibar da lakaat an nerzh da redek ha da lakaat ar c’horfoù da fiñval. Luskadoù ar bed, troioù-son hipnotek, gweadurioù ar rock war-raok hag ar sonerezh elektronek a vag ar yezh sonerezh-se hep diverkañ anezhi biskoazh.

Tonioù Eurioù Gwenn a heuilh talmoù diwezhañ an noz ha sklerijennoù kentañ ar sav-heol.
Etre gweledvaoù Breizh, gouloù ar pellder, mouezhioù ha luskadoù hipnotek, e tigor pep ton ur prenestr war ar mare-se ma cheñch ar gouel tamm-ha- tamm da zont da vezañ promes unadkomañs nevez.

Youn Kamm – trompuilh, mouezh

Jérôme Kérihuel – taboulinoù

Timothée Le Bour – saksofon

Yann Le Corre – akordeoñs, Fx

Scroll to Top