Grit anaoudegezh gant Safar a embanno e bladenn gentañ e Yaouank !
Safar a zo ur strollad nevez-flamm (2025) graet gant sonerien·ezed yaouank a embreg hag a zoug dañserien·ezed war plañchaodoù ar festoù-noz.
Safar a zo un dason hag un alegorienn d’ar c’houplad biniou / bombard (Morgan Cosquer hag Ewen Couriaut) peurliesañ laosket a-gostez gant strolladoù Breizh a-vremañ.
Aze eo e vez kavet ur beurglokadurezh gant binviji hengounel ha groove dalc’hus Clément Dallot (klavier) ha Daravan Souvanna (guitar boud elektrek).
Un enkradur spouronus o talañ ouzh gwareg isrebed Élise Rens.
Setu neuze, ur sonerezh nevez o lakaat an trañs ha kenunaniezh da zaremprediñ gant aesoni.
Jonathan Le Guennec
Morgan Cosquer – biniou
Ewen Couriaut – bombarde
Clément Dallot – clavier
Elise Rens – alto
Daravan Souvana – guitare basse