Gallout a rafe bezañ graet eus ar c’houblad Rozenn Talec hag Elouan Le Sauze ur c’houblad direizh, kement ha ma n’eo ket boazet an dud da welet anezho o kanañ asambles. Dre chañs, abaoe ur bloaz o deus bet ar mennozh mat da ganañ asambles ! Evit hor plijadur vrasañ, pa weler pegen barrek int ha pegen kreñv int da lakaat divc’har an dud da sevel e-pad ur fisel nijus !